Ar Ouezva[1] (Yr Wyddfa e kembraeg) eo menez uhelañ Kembre, 1 085m dezhañ. N'eus ket uheloc'h egetañ e Breizh-Veur er c'hreisteiz da Uheldirioù Bro-Skos. Emañ en hanternoz Kembre, e Gwynedd, en ur c'hornad anvet Eryri.
Mont warnañ a c'haller pe war droad, pe gant un tren bihan, adalek Llanberis. Pa vezer erru e beg ar menez e kaver bod en ur c'hafedi eno.
Lennoù zo tro-war-dro, hag en o zouez Llyn Llydaw.